Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Manifesterien deus pep korn deus ar vro a oa loc'het en deizioù diwezhañ da zont da Varselona
Manifesterien deus pep korn deus ar vro a oa loc'het en deizioù diwezhañ da zont da Varselona © Maxppp - Nicolas Parent

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 18 octobre 2019 Durée : 11min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn an hanter milion a dud a zo o manifestiñ e bro Gatalonia. Klevet e oa bet Annaick, marvet e oa he mab bloaz'zo abalamour d'ar c'hleñved Menkes. Ha dibabet eo bet kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2020 !

Frapad keleier an 18 a viz Here 2019

Bro Gatalonia : war hent an dizalc'hidigezh ? 

Miliadoù a dud a oa tibunañ war ar boulouard Paseo de Gracia e kreiz kêr Barselona. Un dervezh harzh labour broadel 'zo hiriv e Bro Gatalonia.  Ouzhpenn un hanter milion a dud a oa o vanifestiñ etrezek ar vro. Dilun e oa bet kondaonet gant justis Bro Spagn pennoù bras emsaverien Bro Gatalonia. Warc'hoazh e vo un tolpad souten d'ar Gatalaniz e Kemper. Yannig Laporte 'zo unan deus an aozerien. A-bouez eo hervezañ diskouez o souten. 

Reiñ da anavezout ar c'hleñved Menkes

Marvet eo o bugel ur bloaz'zo. Falc'het e oa bet buhez Charlie gant ar c'hleñved Menkes pa oa tri bloaz hepken. Moarvat n'o peus ket bet tro da glevet anv deus ar c'hleñved-se peogwir eo ral. A boan daou pe tri bugel a vefe paket bep ploaz gantañ e bro Frañs. Hiriv an deiz ne z'eus moien ebet pareañ ar vugale paket. A-benn kelaouiñ an dud eo kinniget hiriv ha wac'hoazh prezegennoù e Brest. Jañ-Luk Bergot a oa bet da gaozeal gant Annaig Guedez, mamm Charlie, hag aozerez an darvoud broadel-mañ. 

Blaz ar gwenedeg 'zo gant kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2020 ! 

"Dait 'ta Mignoned" zo son ofisiel ar Redadeg 2020. Savet ha kanet eo ar ganaouenn gant Lies, ur strollad kanerezed ha sonerien a vro Gwened. Embannet eo bet disoc'h ar votadeg foran enlinenn. Seizh kanaouenn all oa war ar reñk. Ur rediñ hepken a oa : sevel pozioù o tennañ d'an tem "Deus 'ta mignon". Tifenn Siret, karget a gehentiñ evit Ar Redadeg.