Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

87% deus ar vugale ampechet a vez er skol, leun amzer...
87% deus ar vugale ampechet a vez er skol, leun amzer... © Maxppp - THIERRY THOREL / MAXPPP

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 5 novembre 2019 Durée : 5min

Deus ar skolidi ampechet a vez kaoz ganeomp emberr. Anv 'reomp ivez deus an hin ha deus kentelioù brezhoneg war enez Eusa.

Ar skol inclusive

87% deus ar vugale ampechet a vez er skol, leun amzer. Fellet a ra d'ar Gouarnamant broudañ war an tu-se gant ar skol inclusive met n'eo ket ken anat ha se. Camille Ollivier eo tad ur paotr trisomique. N'em droet eo war-zu un hentenn diazezet war ar stimulation sensorielle.

Emvodoù evit an hin

Warc'hoazh da noz e vo aozet un emvod e Douarnenez evit lakaat ar gaoz war an hin hag an ekologiezh.  Aozet eo gant Yolande Bouin, dilenadez an tu-enep. Ezel eo-hi deus 150 den bet tennet d'ar sort e Bro-C'hall evit Kenemglev an Hin. Ar pal eo kavout diskoulmoù evit digreskiñ ar c'hementad gas efed ti-gwer. Ur raktres vrav, eme Claire Cariou. E Gwaien emañ hi o chom, ha plac'h ar zero lastez eo ivez.

Kentelioù brezhoneg war Enez Eusa evit an dud deuet hag ar vugale

Ur raktres tomm ouzh kalon ar ganerez Emilie Quinquis. Un emvod oa aozet hiziv ganti hag he gwaz Yann Tiersen evit eskemm gant an dud dedennet evit deskiñ ar yezh. Dalc'het 'vo ar c'hentelioù er sal arvestoù nevez-flamm bet digoret ganto, an Eskal. Lakaet he doa dija Emilie Quinquis ar c'hentelioù-se e plas ar bloaz paseet. War-dro hanter-kant den en holl o deus heuliet anezho.  Hervezi o deus muioc'h-mui c'hoant tud Eusa tostaat ouzh o yezh dezho.

Ha m'ho peus c'hoant gwelet Emilie Quinquis ha Yann Tiersen o seniñ... Er Gabusined e vint disadorn a-zeu evit abadenn Deus 'ta e Brest. Da 6e30 e grogo ar sonadeg.