Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Betek ar 16 a viz Du e c'heller gwelet bezioù plat ar Grennamzer e Lannuon
Betek ar 16 a viz Du e c'heller gwelet bezioù plat ar Grennamzer e Lannuon - Jean-Yves ar Moign

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Reoliñ an embroiñ e Frañs, setu ar steuñv kinniget gant ar Gouarnamant ha ne blij ket d'an holl. Ul levrig evit sikour ar c'hoariva amatour a zo bet embannet hiziv. Hag e Lannuon e c'heller splujañ er Grennamzer dre un diskouezadeg. Setu rol ar c'heleier emberr.

20 diarbenn a zo bet embannet evit reoliñ an embroiñ e Frañs

Embannet eo bet hiziv lod diarbennoù da-geñver steuñv an embroidi. Ministrerez al labour he deus kadarnaet e vo staliet kotaioù evit al labourerien. Fanny Chauffin, perzh er gevredigezh Cent Pour Un Toit hag a loj repuidi repuidi. Spontet eo gant an danvez-lezenn-se.  

Ul levrig gouestlet d'ar c'hoariva amatour e Breizh

Embannet eo bet hiziv goude tri bloaz a labour gant kevredigezhioù c'hoariva ar vro.  Servijout a raio evit displegañ penaos 'vez labouret gant ar strolladoù amatour.  Hag ivez, evit eskemm gant an tiez-kêr hag ar c'humuniezhioù-kumunioù. Dezho da labourat en un doare dereat, eme Emmanuelle Eon, kenurzhierez "C'hoariva"

Ur sturlevr a vo tu kavout dizale war ar rouedad, war al lec'hienn lamaisondutheatre.com.

Un diskouezadeg e Lannuon

Diwar-benn bezioù plad deus ar Grennamzer. Kroget eo dilun, ha padout a raio betek ar 16 a viz Du. Aozet eo gant ar gevredigezh ARSSAT, deus Lannuon. O fal dezho eo gwareziñ hag ober enklaskoù war lec'hioù arkeologel bro-Dreger.