Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Penaos 'n em zizober deus ar butun ?
Penaos 'n em zizober deus ar butun ? © Radio France - Nathanael Charbonnier

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du jeudi 7 novembre 2019 Durée : 6min

Er c'heleier emberr e reomp anv deus ar miz divutun ha deus ur gontadenn a vo displeget e Douarnenez diwar-benn Jean-Marie Le Bris.

Miz Du eo ar mizvezhiad divutun

Evit ar pevare kwech e kemer perzh an ARS, ajañs rannvroel ar yerc'hed 'barzh an abadenn-se. Kement-mañ diwar intrudu ministrerezh ar c'henskoazell hag ar yerc'hed, dorn ha dorn gant an assurañsoù kleñved. Kreizenn adikatadurioù Kemper a zo 'barzh ar jeu. Gwenael Sanson a zo medisinez eno, he alioù a glevimp.

An Albatroz

Warc'hoazh da noz e vo displeget ur gontadenn diwar-benn Jean Marie Le Bris. Al levier a Zouarnenez en eus awenet ar c'honter Lukaz Nedeleg, dezhañ da grouiñ An Albatroz, ur pezh o veskañ kontadenn hag akordeoñs. Kalz en eus Lukaz furchet ha lennet evit gouzout piv 'oa Le Bris. Ha mont a ra ar c'honter yaouank dreist d'an tabud da c'houzout m'eo bet Jean Marie Le Bris an den kentañ o nijal pe get.  

An Albatroz a vo displeget e brezhoneg e sal an MJC e Douarnenez. Aozet eo 'toug ar festival Dispar Amzer.