Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Mari Kermareg ha Youenn Gwernig
Mari Kermareg ha Youenn Gwernig - Brud Nevez, gwirioù miret

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du vendredi 8 novembre 2019 Durée : 10min

Unan deus diazezourez ar c'hleweled e brezhoneg a zo aet. Marvet eo Mari Kermareg.

Aet eo Mari Kermareg d'an anaon

79 vloaz e oa ar vaouez he deus labouret kalz 'vit an tele hag ar radio e brezhoneg. Komedianez eo bet ivez gant Teatr Penn ar Bed hag e-penn ar gelaouenn Brud Nevez. He c'hamalad Fañch Broudig a ro enor dezhi er c'heleier-mañ.

Breizh douar espar

Setu an tem a zo bet dipaket hiziv e Pondi er Morbihan da-geñver 4re emgav Breizh pemp ha Breizh Diawel. Ekonomiezh, sevenadur, glad, endro ha kement 'zo. Ar pal eo lakaat tud e-karg an embregerezhioù, ar c'hevredigezhioù hag ar strollegezhioù lec'het, tomm ouzh Breizh 5 departamant, da eskemm ha da brenañ skiant an eil re gant ar re all. Ifig ar Bras, ezel Breizh 5/5.

Brest-PSG

Setu an emgav a vo dalc'het warc'hoazh war dachenn velldroad Francis Le Blé. Emgav 'zo da bemp eur d'abardaez ha leun chouk vo ar stad gant pemzek mil a arvester. PSG a glasko kas an dorzh d'ar gêr p'eo bet trec'het daou da un gant Dijon ar sizhun dremenet. Bec'h d'ar vrestiz, nevet n'em gavet o glub el lig 1. Setu soñj Michel Plassart, paotr distrik melldroad kornad Brest, hag a vo e mesk supporterien Stade Brestois warc'hoazh evel-just.

Hag ar c'hrogad Brest PSG a vo da heuliañ warc'hoazh e kumpagnunez Léo Rozé , Thomas Lavaud , ha David Bouard , kabiten kozh ar "Stade brestois".