Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Eil koulzad On K'Air a vo skignet e Brest
Eil koulzad On K'Air a vo skignet e Brest - On K'Air, gwirioù miret

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du lundi 11 novembre 2019 Durée : 10min

Emsevel a ra ur bern studierien goude ma 'vefe n'em lazhet un den yaouank e Lyon, ur genstrivadeg a vez aozet evit enoriñ Anjela Duval ha Festival Europat ar Filmoù Berr, setu an temoù displeget emberr er c'heleier e brezhoneg.

En em lazhet eo ur studier e Lyon digwener

Ha displeget 'n eus e jestr dre lizher oc'h embann e oa re start dezhañ studiañ e Frañs, o kaout yalc'had ebet ken. Loann Quevarec a studi ar biologiezh e Brest hag emsavet eo 'enep da sistem studi Bro C'hall, p'eo keroc'h-kerañ ar vuhez 'barzh ar vro. 

Hag un emgav a vo warc'hoazh da 5e d'abardaez e Brest, enep da vreskted buhez ar studierien.

38 vloaz 'zo 'oa aet Anjela Duval da Anaon

'benn kaout soñj eus ar varzez e vez aozet ur genstrivadeg gant Mignoned Anjela. Peadra da lakaat war-wel oberenn an itron a vro Dreger hag al labour kaset da-benn gant ar gevredigezh diellañ. "Emaomp o paouez reneveziñ al lec'hienn anjela.org" eme Ronan ar C'hoadig, "bremañ e roomp mouezh da varzhonegoù Anjela" emezañ.

Betek fin miz Du e c'heller kas an enrolladennoù da Vignoned Anjela.

Warc'hoazh e krogo Festival Europad ar Filmoù Berr e Brest

Evit ar 34re kwech eo e vez aozet ar gouel-mañ. Padout a raio betek disul. Abadennoù a vo er C'houartz, er sinema Multiplexe, hag ivez er sinema Les Studios. Eno e vo skignet eilvet koulzad "On K'Air", un heuliad bet filmet e Brest.