Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Les gilets jaunes de Quimper dénoncent aussi l'incapacité de la préfecture de sécuriser les abords des manifestations
Les gilets jaunes de Quimper dénoncent aussi l'incapacité de la préfecture de sécuriser les abords des manifestations © Radio France - France Bleu Breizh Izel

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 12 novembre 2019 Durée : 9min

Emberr er c'heleier e lakomp ar gaoz war luskad ar jiletennoù melen, war deiziadurioù Diwan ha war un heuliad nevez e brezhoneg.

Deiz ha bloaz luskad ar jiletennoù melen

D'ar 17 a viz-mañ 'vo bloaz 'zo 'vo bet kroget gant luskad ar jiletennoù melen. Hag eo kreñv ar stourm bepred ? Soaz Jolived a zo sokiologourez hag ezel eus jiletennoù melen bro Glazik. Hervezi eo touellus soñjal eo echu gant luskad ar jiletennoù melen.

Deiziadurioù Diwan

Ha prenet ho peus un deiziadur evit 2020 ? Gant ar rouedad skolioù Diwan e vez savet unan bep bloaz, e brezhoneg penn-da-benn. Ur raktres kaset a-benn gant ur skol disheñvel bewech. Hag evit 2020 eo bet dibabet skol Diwan Plougastell-Daoulaz.

Ar brezhoneg a gan

'vit an deizioù 'vez roet lañs d'un heuliad nevez war ar chadenn Brezhoweb. An 13 video berr a zo gant ar pal lakaat an dud da beurzeskiñ brezhoneg, setu 'pezh a zipleg Florent Grouin, karget a broduiñ evit Brezhoweb.  

"Ar brezhoneg a gan" a zo da wel' bep lun war Brezhoweb. Kinniget eo gant Dewi Siberil.