Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Raymond Poulidor, une des stars les plus fidèles au Critérium de Castillon.
Raymond Poulidor, une des stars les plus fidèles au Critérium de Castillon. © Radio France - Damien Gozioso

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 13 novembre 2019 Durée : 10min

Aet eo ar reder Raymond Poulidor da Anaon. Digor e vo dorioù bank ar boued Kemper 'benn warc'hoazh. Un diplom diwar-benn istor ha sevenadur Breizh. Setu an temoù a vez displeget er c'heleier emberr.

Marvet eo "Poupou"

Ar reder marc'h-houarn Raymond Poulidor. Oadet e oa a 83 bloaz. Gwelet e oa bet en hañv-mañ evit tro Bro-C'hall, e-touez an arvestourien, evel bep bloaz. Meur a wech eo bet darbet dezhañ gounit Tro-Bro-C'hall etre 1962 ha 1976. Roland Keroulas, paotr Tro Bro Leon a glevimp.

Bank ar boued

Ha milieroù a dud en arvar a vez sikouret gant ar gevredigezh-se. Evit diskouez d'an dud petra 'vez graet gant bank ar boued e vo digor sal Kemper 'benn digwener. Dastum ar boued, renkañ ha dasparzhañ, setu 'pezh a ra an dud a-youl-vat e Bank ar Boued, evel Charles Normand

Hag evit gouzout hiroc'h diwar-benn Bank ar Boued 'zo emgav e sal Kemper 'hed an deiz digwener.

Diplom ar Studioù Keltiek

E skol-veur Roazhon 2 e c'heller deskiñ diwar-benn istor ha sevenadur Breizh e-korf ur bloaz. Catherine Delalande deus ar gevredigezh Kendeskiñ a zipleg pelloc'h deomp.