Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Lein a zo bet servijet d'ar vugale e skol Douarnenez
Lein a zo bet servijet d'ar vugale e skol Douarnenez © Maxppp - Richard Villalon / BELPRESS/MAXPPP

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du jeudi 14 novembre 2019 Durée : 6min

Manifestadegoù 'zo bet e-leizh gant gopridi an ospitalioù. Lein a zo bet servijet da skolidi Douarnenez hiziv. Setu rol ar c'heleier emberr.

Skuizhder en ospitalioù

Manifestiñ 'zo bet graet hiziv un tamm e pep lec'h e Bro-C'hall. Ur galv meur, evit souten an ospital publik, a zo bet heuliet e Breizh ivez. 400 den 'zo en em vodet e Brest, 500 e Kemper. Manifestadegoù 'zo bet en Oriant hag e Montroulez ivez. Abaoe miz Meurzh e vez manifestet ha graet harz-labour alies gant implijidi ar servijoù yerc'hed. Falloc'h fallañ ez a an traoù evito. Soñj ur c'hlañvdiour da glevet.

Lein er skol

Un devezh gouel a oa hiziv e skol Fañch Gwilhou Douarnenez. Evit ar wech kentañ 'oa kinniget lein d'ar vugale, dezho da gaout koustiañs e vez a-bouez leuniañ ar c'hof diouzh ar mintin. Holl int aet d'en em servij, bep a bladad leun gant pep hini anezho. Laezh, bara, edachoù, frouezh, ur meuz kempouez a zo bet kinniget d'ar skolidi. Un taol kaer eme Solenn Georgeault, skolaerez ar re CE1 CE2 divyezhek. 

Ha dibaoe miz Ebrel, en takadoù priorek, e vez kinniget lein digoust d'ar vugale er skolioù. Evit ma vo par ha bouetet an holl.