Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Journaux 2
Journaux 2 © Radio France - Fololia

Les informations en langue bretonne Tara Lagoutte

Diffusion du vendredi 15 novembre 2019 Durée : 10min

Ur gwallzarvoud mantrus a zo bet kostez Plouzeniel. Rentet en deus Lors Jouin enor da Jañ Kergrist, hag a zo aet da anaon dec'h. Hag ur vanifestadeg vras a vo e Pariz 'benn pemzek deiz, evit difenn ar yezhoù rannvro. Setu rol ar c'heleier emberr.

Tri den yaouank lazhet en ur gwallzarvoud

Aet eo un oto da skeiñ ouzh ur c'harr-samm hiziv, war an hent kostez Plouzeniel. Arvarus eo an hent-se, rak seizh den a zo bet lazhet en doare-se e korf an daou vloaz paseet.  Deus Plouider oa ginnidig an tri den yaouank oadet a 21, 18 ha 15 vloaz...

Aet eo Jañ Kergrist da anaon

Marvet eo ar c'homedian, skrivagner, sevenner ha stourmer dec'h, en un ti-retred e Sant-Brieg. Klañv kenañ e oa... Kaset en doa ur postel un nebeut dervezhioù-zo da 800 den evit kelaouiñ anezho en doa c'hoant da implijout al lezenn Leonetti... Ul lezenn diwar-benn fin ar vuhez. Aterset hon eus Lors Jouin, en doa bet tro da labourat gantañ.

"Evit ma chomo bev hor yezhoù"

Setu anv ur c'henstroll bet krouet e miz Gwengolo, gant kevredigezhioù tomm ouzh o yezhoù rannvro.  Ganto vezo aozet ur vanifestadeg vras d'an 30 a viz Du, e Pariz, dirak an Deskadurezh Stad. En arvar emañ muioc'h-mui ar yezhoù-se hervezo, dreist-holl dibaoe reformoù nevez al lise, ar vachelouriezh, hag ar skol "a-fiziañs"... Eskemmet hon eus gant Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh, diwar-benn raktresoù ar c'hentroll-se...