Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kilometradoù ar Redadeg 2020 a c'heller prenañ dibaoe ar mintin-mañ
Kilometradoù ar Redadeg 2020 a c'heller prenañ dibaoe ar mintin-mañ - Ar Redadeg

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Er c'heleier emberr e klevomp from liseidi Landerne goude ar gwallzarvoud marvet a zo bet e Plouzeniel. Anv a reomp ivez deus kendalc'h ar vaered. Ha kilometradoù ar Redadeg 2020 a c'heller prenañ dibaoe ar mintin-mañ.

Gwallzarvoud Plouzeniel

Drol eo an aergelc'h e lise an Elorn e Landerne en deizioù-mañ. Lazhet oa bet daou lisead, Alizee ha Steven, en ur gwallzarvoud e Plouzeniel digwener. Ur breur all dezho a oa marvet ivez. From al liseidi a zo da glevet er c'heleier-mañ.

Kendalc'h maered Frañs

'benn warc'hoazh e vo roet lañs da gendalc'h meur an AMF, kevredigezh maered bro Frañs. Mont a raio Emmanuel Macron da brezegenniñ  dirak 12 000 a dud e fin an abardevezh.  "Ne rae forzh ar Prezidant deus ar vaered ha maerezed e penn kentañ e resped, met emsavadeg ar rochedoù melen n'efe lakaet Emmanuel Macron da gaout muioc'h a zoujañs en o c'heñver" eme Dominique Cap, prezidant maered Breizh.

Redadeg 2020

Etre ar 4 hag ar 15 a viz Mae e vo redet evit ar brezhoneg etre Karaez ha Gwengamp. Dibaoe ar mintin-mañ e c'heller prenañ kilometroù ar Redadeg 2020. Tifenn Siret, karget a gehentiñ 'vit ar Redadeg, a zo laouen gant lañs ar prenadennoù dre ar rouedad. 

Ha kilometroù ar Redadeg a c'heller prenañ war-eeun war al lec'hienn, ar-redadeg.bzh.