Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Cheñch stumm a raio kazetenn an Télégramme adalek warc'hoazh
Cheñch stumm a raio kazetenn an Télégramme adalek warc'hoazh © Radio France - Katell UGUEN

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 19 novembre 2019 Durée : 11min

Er c'heleier emberr e reomp anv deus Jean Kergrist, deus an Télégramme mod nevez ha deus eil film Rouanez an erc'h.

Obidoù Jean Kergrist a zo bet dalc'het bremaik e Kergrist Moeloù

Jean Hamon e anv gwir a oa un arzour engouestlet, bet savet gantañ arvestoù brudet 'giz Le Clown Atomique. Un dregont levr bennak en oa skrivet Jean Kergrist... Kergrist, anv kêriadenn bro Fisel 'lec'h 'oa bodet ouzhpenn 400 a dud tuchantig evit laret kenavo d'ar furlukin. Evel e vignon Jean Moalic, bet o stourm e Plogo gant Jean Kergrist.

Télégramme mod nevez

Warc'hoazh e vo un neuz nevez gant kazetenn an Télégramme. Dizale e cheñcho ivez ar stummoù niverel met hiziv eo ar stumm paper 'ni gemm. Gant div lodenn distag 'barzh an Télégramme, setu 'pezh a zispleg Pascal Bodéré, eil penn redaktour ar gazetenn.

Dieubeeeeet, digaaaabestrr !!!

Digarezit ac'hanomp met chom a raio stank ar ganaouenn en ho spered. Warc'hoazh e vo embannet film nevez Rouanez an erc'h. Adkavet e vo Elsa, Anna, Kristoff, Olaf ha Sven. Bet omp ni da c'houlenn o soñj digant bugale Tregon.