Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Nolwenn Korbell ha skipailh Fin ar Bed o filmañ eil koulzad an heuliad
Nolwenn Korbell ha skipailh Fin ar Bed o filmañ eil koulzad an heuliad © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 20 novembre 2019 Durée : 9min

Evit talañ ouzh kounnar an ospital

Ur steuñv mallus evit an ospitalioù a zo bet kinniget bremaik gant ar C'hentañ Ministr. Ur c'hresk budjed a ur miliard hanter war dri bloaz, un ac'hopr a 800 euro bep bloaz evit gopridi bro Bariz hag a c'hounid nebeut, pe c'hoazh paeamant un drederenn deus an dle gant ar Stad. Yves Jardin, perzh 'barzh kuzul difenn ospital Douarnenez, n'eo ket laouen gant kinnigoù ar Gouarnamant.

Fin ar Bed 2

Eil koulzad Fin ar Bed 'zo war ar stern ! Skipailh ar thriller a zo o filmañ abadennoù nevez an heuliad e brezhoneg penn-da-benn. Berzh 'noa graet an hini kentañ hag adkavet e vo neuze an dudennoù evit un avantur all neuze. Tudi Crequer 'zo bet 'barzh un davarn a Vrest da welet skipailh ar film.

Melldroad

Gouzout a reer bremañ piv a dalo deus piv 'vit eizhvet tro Kib Frañs melldroad. Tennet eo bet plouz berr bremaik. Ha bec'h 'vo war skipailhoù ar vro pa vo an dro ziwezhañ a-raok na zeuio kluboù al lig 1.

Klub Plabenneg, o kenstrivañ e National 3 a zegemero Granville hag a zo ur bazenn a-us. Daoust m'eo bet barrek al leoniz an dibenn-sizhun dremenet 'enep d'an Oriant e rankint bezañ kreñv 'vit trec'hiñ an Normandiz. US Konk-Kerne hag a zo o c'hoari e National 1 a zlefe bezañ maout war Sablé Sur Sarthe rak paotred ar reter a zo daou rummad war-lerc'h. Disammet eo ar c'hluboù bihan avat rak gant an tennañ plouz berr n'eus bet lakaet krogad ebet 'enep da gluboù lig 2. Evit al lig 2 just a-walc'h ne oar ket FC an Oriant deus piv e talo 'vit eizhvet tro Kib Frañs. An holl grogadoù a vo dalc'het d'ar 7 a viz Kerzu...