Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Des cochons à la Ferme de la Menardière, près de Chaillac
Des cochons à la Ferme de la Menardière, près de Chaillac © Radio France - Jérôme Collin

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du jeudi 21 novembre 2019 Durée : 7min

Er c'heleier emberr e klevomp soñj aotroù-maer Dirinon 'lec'h eo bet lakaet un atant war-wel gant ur video a-berzh L214. Kaoz 'zo ganeomp ivez deus digreskiñ al lastez er pretioù-skol.

Moc'h gwallgaset lakaet war-wel 'barzh ur video

L214 n'eus skignet ur video nevez, o tagañ un atant a Benn ar Bed. En noz baseet eo bet skignet ar skeudennoù, ma weler gwizi e Dirinon, bac'het 'barzh kaouedoù, ha moc'h bihan marv e harz o mamm. Jacques Guillou, aotroù-maer Dirinon ha bet produer saout, a zo bet spontet o wel' film L214. Ar gevredigezh n'eus embannet sevel klemm.

Digreskiñ al lastez er pretioù-skol

Neubeutoc'h a lastez da-heul ar predoù da geñvez sizhunvezh Europat digreskiñ al lastez. War an hent emañ e preti-skol skolaj ha lise Sant Frañsez Lesneven. Ur bodad diorren padus 'zo bet savet gant 160 a dud ennañ. Skolajidi, liseidi dreist-holl, met ivez un toullad kelennerien hag implijidi nann-gelennerien. Ar sizhun-mañ o deus savet ur stal pouezañ ar boued ha na vez ket debret.