Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Strolladoù zo diwanet e pep lec'h e Bro Frañs
Strolladoù zo diwanet e pep lec'h e Bro Frañs - facebook

Les informations en langue bretonne Jañ-Luk Bergot

Komzet e oa bet diwar-benn ar manifestadegoù aozet gant al luskad Nous Toutes ha diwar-benn ar Festival Yaouank, nozvezh meur ar gouel a vo ‘benn warc’hoazh.

Nous Toutes : ul luskad a-enep ar feulster enep ar merc’hed  

D’ar 25 a viz Du e vez deus dervezh etrebroadel stourm a-enep ar feuslter a-enep ar merc’hed. Warc’hoazh eta e vo deus ur vanifestadeg broadel e Pariz a-benn lavar trawalc’h ganti ! Klevet e oa bet  Aela deus strollad An Oriant

Yaouankiz Breizh Izel war hent Roazhon 

Warc'hoazh da noz e vo deus nozvezh meur ar festival Yaouank. Miliadoù a dud 'vo c'hoazh eveljust o tañsal e park an diskouezadeg kostez Roazhon. Klevet 'zo bet tud yaouank mall warno mont evit ar wech gentañ.