Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Dervezh etrevroadel a-enep d'ar feulster er c'houbladoù eo hiziv... Ur vanifestadeg a zo bet e Pariz disadorn evit lâr "Nann!" d'ar feulster a-enep d'ar merc'hed
Dervezh etrevroadel a-enep d'ar feulster er c'houbladoù eo hiziv... Ur vanifestadeg a zo bet e Pariz disadorn evit lâr "Nann!" d'ar feulster a-enep d'ar merc'hed © Maxppp - Delphine Goldsztejn

Les informations en langue bretonne Tara Lagoutte

Diffusion du lundi 25 novembre 2019 Durée : 5min

Hiziv eo bet roet disoc'hoù Grenelle ar feulster er c'houbladoù. Kroget eo ivez koulzad goañv pretioù ar galon. Ha nac'het eo bet da z/Divyezh staliañ un hentenn divyezhek ouzhpenn e Naoned.

Grenelle ar feulster er c'houbladoù

Kinniget en deus Edouard Philippe disoc'hoù an emvodoù-labour bet dalc'het war an tem-mañ abaoe miz Gwengolo.  Hervezañ e vez roet trawalc'h a arc'hant dija gant ar stad d'ar c'hevredigezhioù evit gwirioù ar merc'hed. 137 maouez a zo bet lazhet abaoe penn-kentañ ar bloaz... 121 e 2018.

Koulzad goañv pretioù ar galon

Miliadoù a dud a youl 'vat zo war ar stern abaoe ur pennad evit ma vefe pep tra e ratre...  Evel e preti ar Galoun Gwengamp, darempredet gant tro 400 familh skoazellet...

Diaesterioù Divyezh evit en em ziorren e Naoned

Ur raktres digeriñ un hentenn, ouzhpenn an div zo dija,  zo o paouezh bezañ nac'het gant rektordi an Akademiezh... Padal e oa a-du ar c'huzul ti kêr evit o skoazellañ. Kontroll bev spered al lezenn Peillon, a zav a du evit kas war 'raok ar yezhoù rannvro er skolioù...