Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ar gannaded François Alfonsi ha Paul Molac a ginnig un emgav e Pariz a-benn disadorn
Ar gannaded François Alfonsi ha Paul Molac a ginnig un emgav e Pariz a-benn disadorn © Maxppp - Christophe Morin /IP3 PRESS/MAXPPP

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 26 novembre 2019 Durée : 10min

Er c'heleier e brezhoneg e reomp anv deus ostaleri ar studierien hag a oa digoust hiziv e Brest. Komz a reomp ivez deus ar vanifestadeg evit ar yezhoù e Pariz. Ha kaoz 'zo deus ar barrad avel-greñv 'zo da zont.

Digoust oa ostaleri ar studierien hiziv e skol-Veur Victor Segalen, e Brest

Ur galv broadel, kaset gant kevredigezhioù skolioù-meur Bro-C'hall. Un doare da lâret eo diaes evit lod studierien bevañ en un doare dereat. Se zo kaoz oa en em zevet ur paotr yaouank e Lyon e penn-kentañ ar miz abalamour da gudennoù arc'hant. Hiziv, e preti an UBO oa neuze digoust pred kreizteiz evit an holl. Un arouez kreñv, hervez ar studierien.

Ar yezhoù bihan o klemm e Pariz

Ar stroll "evit ma vevo hor yezhoù" a c'halv d'en em vodañ disadorn e Pariz. Asambles gant François Alfonsi, kannad europat, en eus Paul Molac dibabet gervel an dud da sevel o vouezhioù neuze. Gant ar pal e vo staliet gwir politikerezhioù yezh.

Ur barrad avel-greñv 'zo da zont

Kement-mañ 'blam d'ur gorventenn-drovanel-gozh, Sébastien he anv, hag a zo o tont davet Breizh. Avel a c'hwezho ha glav 'vo ivez !