Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kantadoù a draktourien a oa war hent tro-ha-tro Pariz dimerc'her.
Kantadoù a draktourien a oa war hent tro-ha-tro Pariz dimerc'her. © Maxppp - Aurelien Morissard

Les informations en langue bretonne Léo Rozé

Diffusion du mercredi 27 novembre 2019 Durée : 9min

Manifestet o deus labourerien douar e Pariz, kantadoù a draktourien o deus stanket an hent tro ha tro. Tost echu eo mizvezh hep butun, met ne 'ya ket en-dro gant an holl. Lidet e vo Thanksgiving er Stadoù unanet diriaou, ur gouel pouezusoc'h eget Nedeleg eno.

Bodet e oa kantadoù a labourerien douar e Pariz dimerc'her, tost nav c'hant trakteur o tont eus rannvroioù disheñvel a oa e kêrbenn bro C'hall. Stanket o doa an hent tro-ha-tro da greisteiz, ha goulennet o doa un emgav digant an aotroù Macron. Galvet o doa ar sindikadoù JA ha FNSEA da vanifestiñ a-enep ar prizioù izel.  

Daoust hag-eñ ez peus paouezet da vutuniñ er miz mañ ?

Emaomp e dibenn ar mizvezh hep butun. Darn n'o deus ket klevet anv deus an darvoud. Padal butuniñ a ra Eric ha Chil.

Lidet e vo Thanksgiving er Stadoù Unanet

Un devez vak eo evit an holl eno. A-bouez tre eo al lid mañ evit an amerikaned. Debret e vo kig yar indez ha yod avaloù douar, pe patatez dous, ganto. Krouet e vije bet ar gouel evit trugarekaat an Indianed bezañ degemeret an dud divroet. Emañ Marie-Reine Jezequel o chom e Manhattan, e New-York.