Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ne vez gwelet an Nutri-Score ken war 5% deus ar produioù
Ne vez gwelet an Nutri-Score ken war 5% deus ar produioù © Radio France - Katell Uguen

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Er c'heleier emberr e reomp anv deus ar boued. An tikedenniñ Nutri-Score 'vez ket gwelet kalz war ar boued a brenomp. Da betra servij ? Soñj un dietetisianez, a glevomp.

Penaos gouzout petra 'zo 'barzh ar boued a brenomp ?

Daou vloaz 'zo eo bet staliet Nutri-Score, un doare tikedenniñ simplaet, deomp da c'houzout aesoc'h petra 'vez 'barzh ar produioù a brener er stalioù bras. Goulenn a ra an aozadur UFC Que Choisir evit ma vo ret an Nutri-Score en Europa a-bezh rak evit poent n'eo staliet ken war bemp dregant deus ar produioù. Ma vefe lakaaet an tikedennoù-se war-wel' na brenfe ket ar gerent boued industriel evit o vugale hervez Que Choisir. Gant ar memes soñj emañ Sterenn ar Gall, dietetisianez.