Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ul levrig bet savet gant Pierre Mens-Pegail, evit deskiñ d'an dud deuet penaos lenn e brezhoneg...
Ul levrig bet savet gant Pierre Mens-Pegail, evit deskiñ d'an dud deuet penaos lenn e brezhoneg... © Radio France

Les informations en langue bretonne Tara Lagoutte

Diffusion du lundi 2 décembre 2019 Durée : 5min

Er c'helier emberr e reomp anv deus manifestadeg ar pemp a viz Kerzu, hag an harz-labour broadel. Komz a reomp ivez diwar-benn atalieroù evit deskiñ d'an dud deuet penaos lenn e brezhoneg d'o bugale...

Ne cheñcho ket ar gouarnamant e ali diwar-benn ar GNR

Tailhoù a vo lakaet e plas ganto 'benn 2022 war ar gazole 'vez implijet gant embregerezhioù ar BTP... Ar "Gaz Non Routier", evel 'vez lâret. Un emvod en doa ministr an Ekonomiezh, Bruno Le Maire, gant an embregerezhioù-se dilun. Ganto 'vez stanket kreizennoù stokiñ Brest, an Oriant, ha Vern-sur-Seiche abaoe ar sizhun dremenet.

Ur yaou du evit ar skolioù

Un harz-labour broadel a vo d'ar pemp a viz Kerzu evit stourm a-enep reform al leveoù. Heuliet e vo gant takadoù micherel a bep-seurt... evel an transportoù, ar justis, hag an deskadurezh da skouer. Ouzhpenn 300 skol 'vo sarret en holl etre ar Morbihan, Penn-ar-Bed, hag Aodoù an Arvor.

"E Brezhoneg e lennan gant va bugel"

Setu anv un atalier, kaset a-benn gant Pierre Mens-Pegail, levraoueger en Ergue-Vras. Ar pal eo deskiñ d'ar gerent, nann-vrezhonegerien, penaos lenn e brezhoneg. Un doare da greñvaat al liamm etre ar re yaouank, skoliataet en hentennoù diyezhek, hag o c'herent...