Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Stanket eo c'hoazh kreizenn-stokiñ an eoul-maen en Oriant
Stanket eo c'hoazh kreizenn-stokiñ an eoul-maen en Oriant © Maxppp - Vincent Mouchel

Les informations en langue bretonne Tara Lagoutte

Diffusion du mardi 3 décembre 2019 Durée : 7min

Er c'heleier emberr e lakomp ar gaoz war fin blokus pourvezhioù eoul-maen Brest. Un eil afer "Fañch" a dremeno dirak ar justis : nac'het eo bet an dildennig d'ur familh-all. Ha komz a reomp ivez diwar-benn ar gwez-sapin...

Fin stankadenn kreizenn-stokiñ eoul-maen Brest

Ne servij da netra kenderc'hel, eme pennoù bras ar BTP. Se zo kaoz eo bet skarzhet manifesterien kreizenn Vern sur Seiche, kostez Roazhon, gant ar jañdarmed. Met kenderc'hel a ra ar stourm en Oriant,  ar greizenn ziwezhañ o vezañ stanket...

Un eil afer Fañch a dremeno dirak ar justis

Nac'het eo bet an dildennig d'ur familh-all, kostez Montroulez. Ganet eo o bugel d'an 18 a viz Du. Sikouret e vint ivez gant Skoazell Vreizh.

En eilvet plas emañ rannvro Breizh evit produiñ gwez-sapr

Un dra-vat ma vezont plantet e parkeier, met ket kement-se er c'hoadoù... Setu ar pezh 'n eus lâret Paul deomp. Labouret en deus gant an ONF, Ofis Broadel ar C'hoadeier. Kalz gwez-sapr a zo bet plantet er c'hoadeier kant bloaz 'zo, ar pezh n'eo ket didalvez evit ar c'hoadeier, hervezañ.