Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Reuz bras a vo adarre er straedoù 'benn warc'hoazh evit sevel a-enep adframm al leveoù
Reuz bras a vo adarre er straedoù 'benn warc'hoazh evit sevel a-enep adframm al leveoù © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du lundi 9 décembre 2019 Durée : 10min

Klemm 'vo warc'hoazh adarre 'enep da adframm al leveoù. Manifestadegoù e-leizh a vo, harzoù-labour ivez. Gant ar barrad amzer fall eo bet dibennet ur balizenn e donvor da borzh Lannildud.

Warc'hoazh 'vo klemmet adarre a-enep adframm al leveoù

Ur sizhunvezh a-bouez a grog evit ar gouarnamant. Derc'hel a ra an harz-labour stank e Frañs en transportoù publik. Hag a-benn warc'hoazh e vo deus ur mell devezh stourm adarre 'enep da adreizh al leveoù. Bremaik en em vode ar vinistrez Agnès Buzyn ha Jean-Paul Delevoye, penn komiser 'vit al leveoù, asambles gant ar sindikadoù. 'benn dimerc'her e vo kinniget steuñv adreizh al leveoù gant ar C'hentañ Ministr.  Fabris Kadou, bet da vanifestiñ diriaoù dija, a vo er straedoù adarre. E santimant a embann deomp.

Trubuilh a vo

Daoust ma kendalc'h ar stourm 'enep da adreizh al leveoù, ne vo ket ken stank an harz-labour hag eo bet diriaoù baseet. E Breizh da vihanañ.

En dro-mañ n'eus ket embannet ar rektorelezh pet skol a vo paket gant an harz-labour. Ar sizhun dremenet e oa serret pe damm-serret tro 550 ti-skol. Gouzout a ouier avat ne vo servij degemer izek ebet e Brest. 'barzh un 20 skol bennak ne vo ket servijet boued d'ar vugale da greizteiz ha ne vo ket a ziwallerezh nag a brantad amzer tro-skol.

E Kemper e vo deus ur servij degemer minimom 'barzh 5 ti-skol. Hag en Oriant e vo serret 6 skol met degemeret e vo ar vugale memestra. Hervez ar sindikad SNUIPP kentañ derez e Penn ar Bed e c'hellfe ar stourm padout c'hoazh. Ar skolaerien 'vefe prest da gas un devezh harz-labour all en devezhioù da zont. 

Evit a-sell ar mont ha donioù e vo trubuilh war an hentoù-houarn e Breizh, gant dre-vras, 3 zren o vont diwar 10 er rannvro. Met kirri-boutin a vo staliet evit kempouezañ.

Ar rouedad busoù-kêr ha kirri-nij a zlefe mont mat, pe 'vefe e Brest, e Kemper pe c'hoazh en Oriant.

Ur balizenn dibennet gant ar gwall-amzer

Kreñv e oa ar mor war aod Bro Leon en noz baseet hag ar mintin-mañ.  Dibennet ha taolet eo bet ur balisenn vras graet gant betoñs a veze gwelet er mor dirak porzh Lannildud nepell deus ar Roc'h Zu.  'Doare un tour-tan bihan tout e oa, gant gouleier karget gant an heol.  Souezhet-mik e oa an holl e Lannildud ar mintin-mañ eme Raymond Mellaza, an aotroù-maer.