Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Manifestation dans les rues de Quimper
Manifestation dans les rues de Quimper © Radio France - Roméo van Mastrigt

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 10 décembre 2019 Durée : 20min

Manifestadegoù, lazhti Pontekroaz, ar polis e skol-veur Brest, setu rol ar c'heleier emberr.

Manifestadegoù 'enep da adframm al leveoù

Hiziv eo bet niverus an dud er straedoù c'hoazh da stourm 'enep da adframm al leveoù. Nebeutoc'h avat eget diriaoù baseet. An taol klemm ziwezhañ neuze, a-raok na ginnigo Edouard Philippe an adreizh warc'hoazh. Kelenner eo Maksim Touzé, diriaoù ha digwener en oa manifestet dija. E straedoù Kemper e oa ar mintin-mañ.  

E Brest 'zo raktreset ur pik nik warc'hoazh da greizteiz dirak degemer Jean Charles Larsonneur, kannad LREM. Ur vanifestadeg 'zo war-wel ivez 'benn diriaoù.

Spi evit lazhti Pontekroaz

Daoust ha digoret 'vo en-dro lazhti Pontekroaz ? Serret e oa bet dorioù al lec'h e 2017 ha dibaoe e labour start saverien ar C'hab evit ma vo tu kas loened eno adarre.  Tud ar vro a c'hellfe kas o loened du-se ivez e plas mont da bell.   

Ha muioc'h a ditouroù a c'heller kaout dre al lec'hienn adapoc.org.

Ar polis e skol-veur Brest

Trouz a sav e Brest goude ma vefe deuet ar polis 'barzh ar skol-veur ar mintin-mañ. 'barzh levraoueg an UBO eo n'em gavet paotred an urzh goude ma vefe bet reuz e kêr. Prezidant ar skol-veur 'n eus goulennet muioc'h a ditouroù digant an is-prefed evit kompren gwelloc'h 'pezh 'zo bet, rak n'eo ket sklaer.

Tregont draster bennak a zo bet heuliet betek ar skol-veur hervez an is-prefeti. An dorrerien o doa stanket ar greizenn stalioù Jaurès gant poubelennoù ha hanter ar strollad-se a zo bet 'barzh degemer an UBO hag a zo 700 metr pelloc'h. Tud koachet o fennoù, unan anezho armet gant ur vazh houarn hervez an is-prefeti. Hemañ a vefe bet astennet war an douar gant ur poliser. Ar poliser hag en efe savet e benn-bazh da gas ar re all kuit. "Faos !" eme renerez al levraoueg-studi. Ar poliser n'efe skoet ouzh an den yaouank gant e benn-bazh.  Prezidant an UBO a glemm 'enep d'un emelladenn greñv dirak ar studierien hag a zo bet spontet, kement-mañ hep na vefe bet kelaouet en a-raok. Matthieu Gallou a embann ne c'hell ket paotred an urzh dont tre ar skol-veur hep goulenn e aotre digantañ, nemet e vefe mallus. "Mallus e oa" eme an is-prefeti, kement a zistruj a zo bet e kreiz-kêr. E fin ar gont n'eus bet harzet den ebet. Evit na drofe ket an traoù da fall, hervez ar servijoù Stad.