Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Nebeutoc'h a vanifesterien a oa en dro-mañ e Kemper evit sevel 'enep da adreizh al leveoù
Nebeutoc'h a vanifesterien a oa en dro-mañ e Kemper evit sevel 'enep da adreizh al leveoù © Radio France - Roméo van Mastrigt

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du jeudi 12 décembre 2019 Durée : 7min

Er c'heleier e brezhoneg emberr hon eus graet anv deus ar vanifestadegoù 'enep da adreizh al leveoù, deus 20 vloaz Ofis ar Brezhoneg ha deus peñse an Erika.

Nebeutoc'h a dud er straedoù

Manifestet o deus un daou-c'hant bennak a dud bremaik e Kemper a-enep reform al leveoù.  Kalz nebeutoc'h evit an harz-labour meur a oa bet diriaou dremenet lec'h ma oa en em vodet 8.000 den. Met ret eo lâr e oa fall-kenañ an amzer ar mintin-mañ. Ur reportaj da glevet gant Tara Lagoutte.

20 vloaz eo Ofis ar Brezhoneg

Un devezh meur a oa aozet hiziv e Kemper gant aktourien ar brezhoneg. 200 a dud a zo 'n em vodet e sal an tog ruz neuze, evit sevel ur bilañs deus al labour bet kaset da-benn da ha wel' petra 'chom d'ober. "Mont war-zu an niverel eo pal an Ofis bremañ", eme Lena Louarn, prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg.

20 vloaz 'zo e peñsee al lestr Erika e donvor da Benmarc'h

E-bourzh ar vag e oa ouzhpenn tregont mil tonenn a fioul. Ur mell lañv du n'eus saotret an aodoù da-heul neuze. Evit kompren gwelloc'h petra 'oa 'n em gavet e miz Kerzu 1999 e oa daou gouviad ganeomp 'barzh Diviz ar Yaou. Selaouomp, ar c'haner Gilles Servat hag en oa savet ur ganaouenn diwar-benn ar gwallzarvoud-se.