Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Journaux 2
Journaux 2 © Radio France - Fololia

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du vendredi 20 décembre 2019 Durée : 10min

Muioc'h a arc'hant evit ar yezh... Rouedad ar Brezhoneg 'zo bet da glemm er c'huzul rannvro ar mintin-mañ. Ha Nedeleg 'zo o tostaat... Bet omp neuze da c'houlenn digant ar vugale petra 'blije dezho gant gouelioù fin ar bloaz.

Promesaoù toull evit ar brezhoneg ?

Ar mintin-mañ eo bet izili Rouedad ar Brezhoneg 'barzh ar C'huzul Rannvro 'benn goulenn ma vo ac'hantaouet gwelloc'h ar brezhoneg. Promesaoù 'oa bet graet warlene gant rannvro Breizh ha n'int ket bet staliet ar bloaz-mañ. Hervé Lautrou a embann e santimant deomp.

O tostaat emañ gouel Nedeleg

Hag e Lokournan Leon eo bet lidet Nedeleg er skol dija. E lec'h all ivez moarvat... Gant vakañsoù emañ al lutuned bihan ha mall ganto lidañ Nedeleg gant ar familhoù. Ur mare a-bouez evito ha n'eo ket abalamour d'ar profoù hepken. Darn vrasañ anezho o dez plijadur ken ha ken p'en em vod o familh, strewet o izili pell deus ar vro a-wechoù. Jean-Luc Bergot 'zo 'n em gavet e Lokournan gant Rosalie, Lomig, Héliane, Mewen, Malo ha Youna.