Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Postoù lamet a vo er stalioù Conforama
Postoù lamet a vo er stalioù Conforama © Maxppp - Baziz Chibane/PHOTOPQR/VOIX DU NORD/MAXPPP

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 15 novembre 2017 Durée : 10min

Keleier an devezh | Prosez a zo bepred evit afer ar Bugaled Breizh, e Kerne-Veur eo dalc'het hiziv. Kantadoù a bostoù-labour a vo lamet er stalioù Conforama ha Brico Dépot. Diaesterioù a zo gant Le Ker e Gwened. Hag ul levr diwar-benn an dizalc'hourien a zo nevez embannet gant Skol Vreizh.

Kantadoù a bostoù-labour a zo en arvar er strollad embregerezhioù Kingfisher

Anv 'zo deus ar stalioù Castorama ha Brico Dépôt. Embannet o deus ar renerien e vefe dilec'hiet postoù kontouriezh ha kontrol-merañ e Krakovia e Polonia. Siwazh, n'eo ket bet souezet Christophe Gratigny gant ar c'heloù-mañ. Labourat a ra-eñ e Castorama Brest, sindikalour FO eo ha dilennet eo e CCE Castorama Frañs. E soñj da glevet er c'heleier-mañ.

N'eus ket fin c'hoazh da afer ar Bugale Breizh

Hiziv 'vez studiet munudoù ar peñse e Truro e Kerne-Veur. 5 martolod a oa marvet e 2004 hag en tu-mañ deus mor Breizh n'eus ket bet kavet tra da zamall da zen. E Bro Saoz avat eo digor an enklask bepred. Displegadennoù en abadenn-mañ gant Tudi Crequer.

Le Ker e Gwened a zo gant diaesterioù

Ur park da zeskiñ diwar-benn istor Breizh eo Ker e Gwened. E miz Mae 2016 'oa bet roet lañs dezhañ met hiziv an deiz eo teñval dazont al lec'h. Hervé Paquet, e penn ar raktres a zo o paouez skignañ ur video war bajenn Facebook ar C'her evit gervel tud ar vro da zont da weladenniñ ar park dudi. "Bretoned a vank" eme Kaoura Demaille, implijadez eno hag a vo klevet er c'heleier-mañ.

"La fin du chemin, 1920-2000 Des indépendantistes en Bretagne"

Gant Maryse Le Roux hag Ismaël Dupont 'vez kontet un istor kizidik-kenañ en deiz ha hiziv c'hoazh, hini Yann Fouéré, Jean L'Haridon pe c'hoazh Herri Caouissin hag a zo bet izili eus ar bagadoù stourm pe eus ar bezen Perrot. Paolig Combot, prezidant an ti-embann Skol Vreizh a zisplego hiroc'h deomp.