Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

War Twitter e c'heller ober gant #EmojiBZH evit gwelet banniel Breizh dont war-wel
War Twitter e c'heller ober gant #EmojiBZH evit gwelet banniel Breizh dont war-wel - EmojiBZH

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du lundi 13 janvier 2020 Durée : 10min

En noz-mañ 'vez kaoz ganeomp deus ar stourmoù 'enep da adreizh al leveoù, deus emoji banniel Breizh ha deus Kuzul Sevenadurel Breizh.

Emoji gwenn ha du

Goude ar goulennadeg e teu amzer an taol esae. Dibaoe dec'h e vez kavet war ar rouedad Twitter un emoji nevez e-touez an 3078 all. An taol esae a bado betek an 9 a viz C'hwevrer. Ret eo bremañ implij anezhañ evit ma vefe da-vat an emoji. Loïz Fily ha Marc Andro.

Reform al leveoù

Divizet n'eus Edouard Philippe chom a-sav gant an oad paoell da 64 bloaz. Daoust ma seblant ar Gouarnamant mont war gil n'eo ket dinec'het ar stourmerien 'enep da adreizh al leveoù. E-giz Jo Barré, ezel deus ar CGT.

Respet nevez Kuzul Sevenadurel Breizh a zo bet lañset disadorn

Ouzhpenn 60% a izili nevez a vo en-dro-mañ, kement ha derc'hel da gas raktresoù da-benn er rannvro. Bernez Rouz a zo bet dilennet en-dro evit 3 bloaz e penn ar c'huzul sevenadurel. E-doug ar respet diwezhañ 'zo bet kaset un toullad labour da-benn dija, setu 'pezh a zipleg deomp.