Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Le tilde de Fañch a été retoqué par la justice.
Le tilde de Fañch a été retoqué par la justice. © Radio France - Annaïg Haute

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 14 janvier 2020 Durée : 9min

Avel foll a c'hwezh er vro, pe 'mod 'vez ar familhoù e Breizh, ul lezenn evit an dildenn, setu rol ar c'heleier emberr

Avel, avelig c'hwezhit 'ta !

C'hwezhañ kreñv 'ra an avel er vro. Ar vigoudenned o deus paket o fegement ha n'eo ket echu. Tizh an avel a za dreist da 100 kilometrad d'an eur emberr. Tudi Crequer a zo bet d'ober un droiad e Penmarc'h da welet tud ar vro.

Familh

1/4 deus ar vugale e Breizh a vev gant unan deus o zud hepken pe 'barzh ur familh adframmet. Emañ an Insee o paouez embann disoc'h un enklask. Ar braz deus outo a vev gant o vamm, muioc'h e kêr, ha bevañ 'reont 'barzh lojeiz feurmet. Sophie Trehen a sikour a-youl-vat evit Planning Familh Brest. Alies mat e teu mammoù da c'houlenn sikour digant an aozadur. Hervez Sophie e tlefe ar Stad sikour muioc'h an tiegezhioù ma vez ar mammoù o unan o tesevel o bugale.

ñ, an dildenn er Breujoù

D'an 13 a viz C'hwevrer e vo tabutet en-dro d'ar yezhoù rannvro. Paul Molac n'eus savet ur c'hinnig lezenn hag anv 'vo deus an arouezennoù diakritek, an dildenn en o-zouez evel-just.  Kaoz a vo a-benn ar fin deus an ñ er Breujoù. Piv 'n efe kredet e vefe aet ken pell hag e vefe ken hir an "afer Fañch" ?

Mots clés