Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Dibaoe miz Gouere 2018 n'eus mui deus ar SMUR diouzh noz e bro Douarnenez
Dibaoe miz Gouere 2018 n'eus mui deus ar SMUR diouzh noz e bro Douarnenez © Radio France - Gilles Halais

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 15 janvier 2020 Durée : 10min

E bro Douarnenez n'eus mui deus ar SMUR diouzh noz dibaoe ur bloaz hanter. Lañs a zo ken ha ken gant an hentennoù divyezhek brezhoneg-galleg. Setu roll ar c'heleier emberr.

Diskoulm ebet c'hoazh evit SMUR Douarnenez

N'eus mui eus al linenn Smur, e-giz 'vez laret, e Douarnenez, diouzh noz dibaoe miz Gouere 2018. Ur sinadeg bet sinet gant 9 500 a dud 'oa bet roet da rener Ajañs yec'hed ar rannvro, bloaz 'zo rik gant an UDB. Met n'he deus ket bet respont ebet. Maxime Touzé a zispleg hiroc'h deomp.

Brav eo luskad an hentennoù divyezhek er vro 

Ha raktresoù kaer 'zo war-wel 'vit 2020 da glevet brezhoneg e begoù ar re yaouankañ. An niver a 19 000 bugel enskrivet en entennoù vrezhoneg a c'hellfe bezañ tizhet ar bloaz-mañ. Un raktres dic'hortoz a zo war-wel e Menez Are. Bodet eo skolioù kumunioù ar Fouilhez, Brenniliz ha Lokeored ha prestig e vo brezhoneg da glevet eno ivez. Setu 'pezh a zipleg Erwan ar C'hoadig deus Ofis Publik ar Brezhoneg.

Mots clés