Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Nathaël Julan, attaquant du HAC
Nathaël Julan, attaquant du HAC © Radio France - Bertrand Queneutte

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du jeudi 16 janvier 2020 Durée : 6min

Manifestiñ 'zo bet graet adarre 'enep da adframm al leveoù. Hag e Gwengamp eo bet rentet enor da Nathaël Julan.

Reform al leveoù

Kantadoù a dud a zo bet o vale e Kemper evit embann c'hoazh hag adarre o enebiezh da reform al leveoù. Gwelet 'zo bet rochedoù melen ha banielloù ar sindikadoù e karter Krec'h Gwenn. Deus burevioù ar Medef etrezek ar gourmac'had Géant int bet, 'benn stankañ ar parklec'h. N'eo ket prest an dud da ziskregiñ gant ar stourm.

Enor a zo bet roet ar mintin-mañ da Nathaël Julan

Klub War-Raok Gwengamp n'eus kinniget ul lid da 9e30 war dachenn ar Roudourou. An argader a oa marvet war an hent d'an dri a viz Genver. E obidoù a oa dalc'het memes koulz en Havr Nevez. Youn Toudic, harper skipailh War Raok Gwengamp a oa e bro Dreger e-koun Nathaël Julan.

Ha sur e vo rentet enor da Nathaël Julan adarre 'benn disadorn da-geñver ar c'hrogad etre Gwengamp ha Lens.

Mots clés