Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

NUIT DE LA LECTURE AVEC NOS LIBRAIRES
NUIT DE LA LECTURE AVEC NOS LIBRAIRES © Radio France

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du vendredi 17 janvier 2020 Durée : 10min

Un diouer a ganerien a vefe er festoù-noz. Ar ganerez Marine Lavigne a ro he santimant deomp. Ha lenn a ra an dud e 2020 ? Setu 'pezh hon eus goulennet digant Hoel Maloeuvre, levraoueger.

Ha lenn a ra an dud ?

E fin ar sizhun-mañ ez eus de "novezhioù lenn" e Breizh hag e Frañs a-bezh. Gant Ministrerezh ar Sevenadur e vez aozet an darvoudoù 'benn broudañ ar blijadur da lenn. Pedet eo al lennerien d'en em gavout el levraouegoù, er stalioù levrioù met ivez er mirdioù pe c'hoazh er skolioù. Hoel Maloeuvre a zo levraoueger e mediaoueg Karaez. Lenn kalz a ra-eñ met 'mañ ket e unan.  

Ha roll an abadennoù dalc'het e fin ar sizhun-mañ a zo da gaout dre nuitdelalecture.culture.gouv.fr

Trubuilh a zo e bed ar festoù-noz

Muioc'h mui a strolladoù sonerezh a vez gwelet ha klevet met nebeutoc'h a ganerien eta. Padal 'zo peadra da vroudañ ar re yaouank da vont war al leurennoù, 'vel ar c'han ar bobl hag a grogo prestig. Marine Lavigne a zo kanerez ha berzh a ra gant ar strollad Eben. Hervezi 'zo brud fall gant ar c'han ha diskan evit ar yaouankizoù. 

Hag evit gwelet merc'hed yaouank war al leurenn o kanañ 'zo emgav gant Eben e Bruz e kichen Roazhon 'benn an 8 a viz C'hwevrer.

Mots clés