Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Didud e chomo ar salioù arnodennoù e Karaez
Didud e chomo ar salioù arnodennoù e Karaez © Radio France - Nathalie Col

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Daleet e vo arnodennoù ar vacho e lec'hioù 'zo. Bagoù nevez a vo savet e Sant Nazer. Ha krignet eo bet an tevinier gant an amzer fall. Setu roll ar c'heleier emberr.

Daleet arnodennoù ar vachelouriezh

Nulet, stanket, daleet... E meur a lec'h e Frañs ez eus trubuilh gant arnodennoù ar vachelouriezh. E Diwan ivez e nac'h lod kelennerien evezhiañ an E3C, arnodenn ar vachelouriezh evit ar c'hentañ klas hag a oa da vezañ dalc'het warc'hoazh ha dimerc'her. Alan Kloareg, kelenner e lise Diwan Karaez na evezhio ket an arnodennoù ar sizhun-mañ.

Treiñ mat a ra ar jeu e chanterioù sevel bagoù Sant Nazer

Kontradoù nevez 'zo bet sinet etre an armatour MSC hag ar chanterioù 'benn sevel lestroù nevez.  Prenañ 'raio MSC 10 vag all 'benn 2030 evit ur c'houst a 6 miliard a euroioù. Patrick Lecat a zo bet ijinour e-pad ouzhpenn 25 bloaz er chanterioù. Pase laouen eo o wel' e vez sinet kement a c'hontradoù.

Gwall-amzer

E lec'hioù 'zo eo bet krignet an tevinier gant ar mor bras ar sizhun dremenet.  Er Vro Vigoudenn emañ Kel ar Roue o chom. Emañ e di just a-dreñv tevenn Lehan e kumun Triagad. Kouezhet eo c'hoazh ul lodenn deus an devenn er mor emezañ.