Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Skritell 50vet emvod ar gelted e brezhoneg
Skritell 50vet emvod ar gelted e brezhoneg - Orignal Communication / Emvod ar Gelted

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 21 janvier 2020 Durée : 9min

En noz-mañ er c'heleier e reomp anv deus an embregerien radio, deus dale gant al lizheroù ha deus skritell emvod ar gelted

50 manifester e straedoù Kemper

Ar santimant o deus bezañ dispriziet gant ministrez ar yec'hed ha pennoù bras an ospital bublik. Manifestiñ 'zo bet graet gant un 50 embreger radio. O dilhad gwenn a oa bet gwisket ganto 'benn dibunañ e straedoù Kemper. A-bouez eo an embregerien radio e bed an ospital met n'int na klañvdiourien, na medisined. Emgav gant unan anezho er c'heleier-mañ.

Nebeut a lizheroù e Bro Gerne

Goullo e chom ar voestoù 'vit an deizioù 'blam m'eo bet adaozet troiadoù merc'hed ha paotred an Ti Post. Ar Benn ar Bediz a c'hortoz gwelet ar c'hirri-tan melen tremen aliesoc'h. Klevet e vint.

Breizh war-wel en Oriant

Diskoachet eo bet skritell 50vet abadenn Emvod ar Gelted en Oriant. Breizh a vo enoret en hañv-mañ setu m'eo al livioù gwenn ha du 'ni 'zo war-wel. Divoutin e vo 2020 en Oriant eme Hélène Bonniec, ezel deus kuzul-merañ ar FIL. 

Ha roll an arzourien a vo war leurennoù Emvod ar Gelted a vo diskoachet e miz Ebrel.

Mots clés