Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

“Parcoursup”, setu anv nevez savenn ar studioù uhel
“Parcoursup”, setu anv nevez savenn ar studioù uhel © Maxppp - Baziz Chibane/PHOTOPQR/VOIX DU NORD/MAXPPP

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Kenavo APB, Parcoursup eo anv ar savenn nevez da sikour al liseidi goude ar vacho. Fellet 'ra d'ar Gouarnamant tennañ barregezh ar stummañ digant ar rannvroioù. Reiñ muioc'h a blas d'ar maouezed gant ar skritur enlaka. Setu keleier an devezh

N'eus ket deus APB ken, bremañ eo Parcoursup

D'ar 15 a viz Genver e vo digoret ur savenn nevez war internet evit al liseidi a c'hello lakaat o anv d'ober studioù goude ar bak. Kinniget eo bet an dra-se tuchantig e-pad kuzul ar vinistred. Poent 'oa cheñch sistem rak kalz a gudennoù oa bet warlene gant tud yaouank a oa 'n em enskrivet neblec'h ha tennet oa bet ar blouzenn evit gellet studiañ 'barzh hentennoù 'zo. Ur c'helenner a glevimp en abadenn-mañ.

Tennañ barregezh ar stummañ digant rannvroioù, setu 'pezh a fell d'ar gouarnamant ober

Chalet eo prezidanted rannvroioù Frañs gant dibab ministrez al labour, Muriel Pénicaud, da cheñch an doare da aozañ ar stummadurioù hag an deskadurezh. Digefridiet 'vefe ar rannvroioù ha muioc'h a draoù 'vefe divizet gant frammoù bras ar stummadur hag an embregerezhioù brasañ. Kazi holl o vezañ staliet e Pariz. Lena Louarn, bezprezidantez Kuzul Rannvro Breizh a glevimp er c'heleier-mañ.

Reiñ muioc'h a blas d'ar maouezed, setu pal ar skritur enlaka

Cheu 'zo 'vit ar galleg. Evit ar brezhoneg emeur o prederiañ ivez met aesoc'h eo. Fulup Jakez, rener Ofis Publik ar Brezhoneg a zeuio da gontañ hiroc'h deomp e fin ar c'heleier-mañ.