Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Pascal Le Doussal, aotroù-maer Kalann
Pascal Le Doussal, aotroù-maer Kalann © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 22 janvier 2020 Durée : 10min

75 vloaz 'zo e oa dieubet kamp-bac'h Auschwitz, un testeni a glevomp. Bezañ labourer-douar ha maer e gumun war un dro. Nebeutoc'h-nebeutañ anezho a zo, unan 'vo klevet. Hag anv 'reomp deus an arload Kwizh 'benn c'hoari e brezhoneg.

75 vloaz 'zo e oa dieubet kamp-bac'h Auschwitz

40 a bennoù bras deus ar bed a zo bodet e Jerusalem. Da Auschwitz emaint o vont evit koun 75 vloaz dieubidigezh ar c'hamp. Kinnig a reomp deoc'h selaoù un testeni. Hini Yves Leon bet resistant ha kaset d'ar c'hampoù bac'h. 

Yves Leon, bet deporteet 'barzh ar c'hampoù bac'h etre 1943 ha 1945. Aet eo Yves da anaon bloaz hanter 'zo. Kontet n'eus e istor skrijus 'barzh al levr "Bergen Belsen, survivre aux camps nazis" embannet gant Skol Vreizh. An testeni a-bezh a c'heller klevet war ur bladenn gant Dastum Bro Dreger. 

Joris Brouard a zo ezel deus Kevredigezh ar Brezelourien Gozh, entanet gant an Eil Brezel Bed. Joris a gav dezhañ eo a-bouez dec'hel gant ar c'houn.

Aotroù-maer ha peizant

Neubeutoc'h neubeutañ a dud a zo peizant ha maer o c'humun war ar memes tro. An hanter deus ar vaered a oa labourerien douar er bloavezhioù 1950. 15 % anezho a zo gant un atant bremañ 'tra ken. Tudi Crequer a zo bet da ruzañ o botoù e kumun Kalan kichen An Oriant. 

Kwizh Brezhoneg

Kwizh Brezhoneg, setu anv un arload nevez ha digoust evit deskiñ brezhoneg o c'hoari war ar memes tro. Morgan Gilet eo n'eus savet ar poellad-mañ evit ar pellgomzerioù chakod. N'eo ket Kwizh un hentenn da zeskiñ ar yezh, met ur wir c'hoari ma ranker treiñ ar gerioù deus ar brezhoneg d'ar galleg. Dre ar saozneg eo ganet mennozh ar C'hwizh 'barzh soñj Morgan Gilet.

Ha berzh a ra an arload Kwizh. Soñjoù all a zo bremañ gant Morgan evit peurglokaat ar poellad.

Mots clés