Replay du lundi 27 janvier 2020

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Ar c'horonavirus a ra e reuz e bro China ha dre ar bed. Ur breizhad nevez distro deus Wuhan da glevet. Berzh a ra stal.bzh da glevet brezhoneg er stalioù. Ur rener nevez 'zo da Ziwan, Gregor Mazo a zo ganeomp er c'heleier.

Evezhiet 'vez yerc'hed an dud a-dost e bro China abalamour d'ar c'horonavirus
Evezhiet 'vez yerc'hed an dud a-dost e bro China abalamour d'ar c'horonavirus © Maxppp - Featurechina/MAXPPP

Coronavirus

E Bro Sina hag e pep lec'h er bed e sav anken en-dro d'ar c'horonavirus. Ewen Lescop, paotr bro an aberioù a zo distro deus Wuhan daou viz 'zo. O labourat eo bet gant e wreg er gêr m'eo kreizennet ar c'hleñved. Disammet eo 'vefe paseet prantad goriñ ar virus met ankeniet eo evit e vignoned, e geneiled labour hag e dud kar, chomet eno.

Stal.bzh

Lañset e oa bet stal.bzh e miz Even dremenet. War al lec'heinn internet-mañ e c'heller gwelet e peseurt embregerezh e vez komzet brezhoneg tro-dro deomp. 250 stal 'zo bremañ enrollet warni. Ha gras da stal.bzh ez eus tud o tont ekspres-kaer e ti-krampouezh "Er c'hostez trankil" Christophe Bernard e Kistinid.

Ur rener nevez e Diwan

Pe 'mod dro an traoù evit Diwan e 2020 ? Gregor Mazo, rener nevez ar rouedad skolioù vrezhoneg dre soubidigezh a zo ganeomp emberr.

Mots clés: