Replay du mardi 28 janvier 2020

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

- Mis à jour le

En noz-mañ er c'heleier e brezhoneg e reomp anv deus ar moc'h-bihan, deus an advouezhiañ, ha deus levraoueg vrezhonek Kawan.

Dav 'vo d'ar moc'h bihan bezañ badaouet a-raok bezañ spazhet
Dav 'vo d'ar moc'h bihan bezañ badaouet a-raok bezañ spazhet © Maxppp - Christian Watier

Spazhañ moc'h-bihan

Drailhañ poñsined, spazhañ moc'h bihan. Kement-mañ a vo difennet 'benn bloaz e Frañs evit mad al loened, diwar zibab ministr al labour-douar. Rendaelet e oa an oberoù-se, dreist-holl gant ar c'hevredigezhioù da zifenn al loened. Sparzhañ ar moc'h-bihan a gas da voc'h lardoc'h ha da chom hep kaout flaer pa boazher kig ar bared. Hervez ar gevredigezh Welfarm, e Frañs e vefe spazhet an tri c'hard deus ar moc'h bihan hep anesteziezh.  'barzh atant bio Virgile Bleunven e Plabenneg, e vez badaouet ar moc'h bewech.  
Ha startoc'h 'vo al lezenn ivez evit anevaled an tiegezhioù... Kement ha chom hep dilezel ar c'hizier pe c'hoazh ar chas.

Bugale evit advouezhiañ

Emañ Dizale o klask war-lerc'h bugale 'vit prestiñ o mouezhioù. 2 vugel, evit advouezhiañ un heuliadenn a vro Gembre :  Deian a Loli. 18 rann a vo enni, hag evit advouezhiañ an div dudenn bennañ ez eus ezhomm ur paotr hag ur plac'h. Ur c'hasting a vo aozet e miz Meurzh.

Digor levraoueg Kawan en-dro

Warc'hoazh e tigoro levraoueg vrezhoneg Kawan en-dro. 'pad bloaz hanter eo bet serret al lec'h, met bremañ en-dro e vo dielloù ha levrioù da gaout, abadennoù ivez. Visant Dubois eo levraoueger nevez Kawan. "Ispisializet war ar brezhoneg" emezan. 

Dorioù digor a vo warc'hoazh etre dek eur vintin ha 6 eur noz. Kaozeadennoù a vo ivez, 'giz ma veze graet gwechall. An holl ditouroù diwar-benn levraoueg Kawan, a zo da gaout dre Di ar Vro Bro Dreger.

Mots clés: