Replay du mercredi 29 janvier 2020

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

- Mis à jour le

Ur sell emberr ouzh adframm al leveoù ha war Open Tennis Kemper

L'une des banderoles du cortège contre la réforme des retraites à Valence.
L'une des banderoles du cortège contre la réforme des retraites à Valence. © Radio France - Adèle Bossard

Reform al leveoù

Un devezh manifestadegoù a-enep da reform al leveoù a oa hiziv adarre, an 8vet devezh stourm etre-vicherel abaoe penn kentañ miz Kerzu. E Brest e oa tro 1500 den o vanifestiñ.  Ne oant nemet 500 e Kemper, kalz nebeutoc'h eget ur sizhun 'zo. Yannick Kerlogot 'zo ganeomp emberr, kannad en Aodoù an Arvor.

Open Tennis Kemper

Lañset eo an Open Tennis e Kemper. Devezh ar vugale 'oa hiziv gant kluboù deuet deus Bro Gerne a-bezh. Ha bugale klub tennis Pluguen a oa plijadur ganto gwelet c'hoarierien vras, 'vel Youna.

Betek disul e vo dalc'het ar matchoù e Penwilherzh. Ha bez 'vimp en Open Tennis Kemper digwener adalek 4e d'abardaez war France Bleu Breizh Izel.