Replay du jeudi 30 janvier 2020

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Deus ar Brexit 'vez kaoz ganeomp emberr pa guitao Breizh-Veur an Unvaniezh Europat warc'hoazh. Anv 'rimp ivez deus ar plastik hag a zaio diwar-wel e gouel Kann al Loar e Landerne.

Big Ben et la Palais de Westminster, siège du parlement britannique, à Londres.
Big Ben et la Palais de Westminster, siège du parlement britannique, à Londres. © Radio France - - Francis Gaugain

Brexit 

Warc'hoazh da 11e noz e Londrez, ne vo ket perzh ken ar Rouantelezh Unanet deus Unvaniezh Europa. Ur c'houlzad etre daou a vo dalc'het avat, evit gwareziñ ar geodediz Europat tramor, ar Vreizh-Veuriz en Europa hag an ekonomiezh. Petra 'n em gavo neuze gant ar Brexit ? Setu ar goulenn a glaskomp dirouestlañ emberr 'barzh ar c'heleier hag e-barzh Diviz ar Yaou.

Plastik ebet ken e Kann al Loar

Ac'hann da 2023 ne vo plastik ebet ken e gouel Kann al Loar e Landerne. Meur a festival o deus sinet ur garta evit mont war-zu an ekologiezh. Hiroc'h a zo da glevet.