Replay du vendredi 31 janvier 2020

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

- Mis à jour le

Enor a vo roet da Ber Jakez Helias er Vro Vigoudenn e fin ar sizhun-mañ. Kaoz 'zo ganeomp ivez deus an tennis gant Open Kemper.

Journaux 2
Journaux 2 © Radio France - Fololia

Per Jakez Helias

Er Vro Vigoudenn e vo gouestlet an dibenn-sizhun da Bêr Jakez Helias. 25 bloaz 'zo eo aet ar skrivagner da Anaon. Kel ar Roue n'eus anavezet mat Pêr Helias. Ha brud a zo en-dro dezhañ bepred er vro Vigoudenn. 

Sketchoù Per Jakez, fest-noz hag un diskouezadeg. Emgav 'zo roet e Lechiagad e fin ar sizhun-mañ.

Open Tennis Kemper

Dibaoe penn-kentañ ar sizhun e vez bolotennoù tennis o strakal war leur park Penwilherzh e Kemper. An Open Tennis a vez dalc'het, gant un tournamant Challenger o vodañ un daou ugent c'hoarier bennak deus ar bed a-bezh. Breizh a vod ur wir gumuniezh deus bed an tennis, 'vel Jean-Yves Le Gall, c'hoarier e Lanniliz, deuet da Gemper da sellet ouzh ar c'hrogadoù. 

Ha betek disu e vo c'hoariet ar matchoù tennis e Kemper.