Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Karen Tréguier war hentoù an Ardèche gant he marc'h-houarn
Karen Tréguier war hentoù an Ardèche gant he marc'h-houarn © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Komzet hon oa diwar-benn al lec'hienn internet la-voyageuse.com ha diwar-benn ar c'hrogad rugby etre Bro Frañs ha Bro Gembre a vo 'benn warc'hoazh.

Keleier Breizh 19e - Tudi Crequer

Degemer merc'hed o veajiñ o-unan 

Emañ Karen Tréguier o vevañ e Plonevez-ar-Faou. Ouzhpenn bezañ enskrivet war couchsurfing ha warmshowers en deus lakaet e anv war ul lec'hienn internet nevez anvet la-voyageuse.com. Digor eo al lec'hienn d'ar merc'hed hepken. Renablet e vez enni tiez maouezed a ro bod ha boued da veajourez. Un doare eo evit ar merc'hed beajiñ d'un doare suroc'h. Karen Tréguier, deus ar stal Chik ha brav. 

6 broad : Bro Gembre / Bro Frañs warc'hoazh 

Hiriv e vo bec'h etre skipailhoù rugbi Bro Frañs hag hini Bro Gembre. Da 5e45 disadorn abardevezh e vo deus trede krogad ar Fransizien e tournamant ar c'hwec'h broad. Dirak he skramm vihan e vo Gisele an Aot deus kleub rugbi an Aber e Plougerne. Plijet eo gant ar pezh 'zo kinniget gant ar re c'hlas evit ar c'houlz.