Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Journaux 2
Journaux 2 © Radio France - Fololia

Les informations en langue bretonne Léo Rozé

Diffusion du mardi 25 février 2020 Durée : 5min

Bep bloaz e vez aozet forom ar micherioù liammet gant ar brezhoneg gant Stumdi. An aozadur kelenn d'an dud deuet a fell dezhi liammañ an danvez brezhonegerien gant ar vicherourien. Tri stand ha tregont a vo kinniget e Landerne d'an 9 a viz Meurzh. Un dra vat, hervez Annaig Guedes, karget deus an hentañ e Stumdi. Forom ar micherioù liammet gant ar brezhoneg aozet gant Stumdi a vo dalc'het d'al lun 9 a viz Meurzh diouzh an abardaez e sal ar Family e Landerne.

Ur stummadur evit an dud a labour gant ar vugaligoù

Dimeurzh ha dimerc'her e kinnigo BCD, Sevenadurioù Breizh, ur stummadur evit an dud a labour gant ar vugaligoù. Ar pal eo treuskas sevenadurioù Breizh ha pelloc'h. Goulenn a oa digant ar c'hevredigezhioù da gaout danvez hag ostilhoù evit treuskas ar sevenadur. Met ur sell ledan war ar sevenadur a vez kinniget eme Nikolas Amaury, deus BCD. Plas a chom c'hoazh da gemer-perzh er stummadur, dalc'het e vo e Ti ar Vro Karaez.