Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

A-bep seurt poelladennoù a vez graet gant ar stajidi.
A-bep seurt poelladennoù a vez graet gant ar stajidi. © Radio France - Léo Rozé

Les informations en langue bretonne Léo Rozé

Diffusion du jeudi 27 février 2020 Durée : 5min

Staoterien diratozh Penn ar Bed o deus savet klemm e lez-varn Kemper hiziv. Oc'h ober ur stummadur evezhier kouronkañ emañ un nebeut tud yaouank e Kreiz Breizh er sizhun mañ.

Staoterien diratozh broioù Tregon, Sant Riwal ha Molan o deus savet klemm hiziv e lez-varn Kemper. Un astenn neuze d'an ouzhpenn 6 000 klemm bet savet e Frañs a-bezh. Tagañ a reont ar glifozat, perzh en o staot. 

Al louzoù a vefe kazhus 'vit o yec'hed. Hervé Quéré en deus kaset e glemm da Gemper hiziv. Fellout a ra dezhañ groñs e vefe divizet gant ar Gouarnamant ha gant Europa mirout ouzh implij ar glifozat.

Ur stummadur evezhier kouronkañ

Oc'h ober ur stummadur evezhier kouronkañ emañ tud yaouank e Kreiz Breizh er sizhun mañ. Ur strollad pempzek brezhoneger yaouank a ra ur staj Bafa e ti Menez Are e Brasparzh ha poull-neuial Karaez, aozet gant an Ubapar. 

A-bouez eo kavout tud stummet evit kampoù vakañsoù, pe vefent kaset e brezhoneg pe e galleg.  Aes e vo gant ar stajidi kavout ur c'hamp vakañsoù e-kerzh an hañv sañset, peogwir e vank tud stummet war an evezhier kouronkañ.

Mots clés