Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Parmi les précautions à prendre pour faire face au coronavirus, il y a se laver les mains plusieurs fois par jour avec du gel hydroalcoolique.
Parmi les précautions à prendre pour faire face au coronavirus, il y a se laver les mains plusieurs fois par jour avec du gel hydroalcoolique. © Radio France - Noémie Lair

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du lundi 2 mars 2020 Durée : 11min

Dec'hel a ra kleñved-ret ar c'horonavirus. Dre ar bed eo marvet ouzhpenn tri mil a dud. En unvaniezh europat eo bet kresket ar feur a riskl deus "etre" da "greñv". Un drede den a zo marvet e Frañs. Er Morbihan eo paket tud 'zo gant ar virus ivez. Sarret eo ar skolioù e bro an Alre.

Ar skolioù serret e bro an Alre

Strewet eo bet ar c'horonavirus e bro an Alre. 5700 bugel deus skolioù, skolajoù ha liseoù An Alre, Krac'h ha Karnag 'zo chomet er gêr hiriv. Sarret e vo ar skolioù e-pad ur 15 deiz. Iona Smulders 'zo skoazellerez-skol e skol diwan an Alre. Kelaouet eo bet mintin-mañ.

Ha 70 bugel 'zo e skol diwan an Alre. Ar skol Diwan, serret neuze 'pad ur pemzekteiz.

Er Morbihan eo serret meur a sal sinema, nulet ar marc'hadoù, serret poull-neuial an Alre.

Eskobti Kemper ha Leon n'eus embannet oberiantizoù evit talañ deus ar c'horonavirus. Goulonderet e vo an holl biñsinoù dour benniget hag ar gomunion a vo roet dre an daouarn hepken. 

Ne vo ket deus kenstrivadeg ar bagadoù trede rummad 'benn disadorn e Gwened.

Nulet eo an dorioù digor a oa sañset bezañ dalc'het en IUT an Oriant, Gwened ha Pondi. 

Evit ar sport ne vo ket deus kampionnadoù bro C'hall ar judo evit skipailhoù an Divizion kentañ a oa da vezañ dalc'het e fin ar sizhun en Arena e Brest.

Dre ar C'horonavirus eo nulet ur bern abadennoù

En o-zouez, Nozvezh Breizh hag a oa da vezañ dalc'het Pariz 'benn disadorn. 40 000 arvester a oa gortozet en Arena. Melloù sonadegoù a oa da gaout a-hed an nozvezh, lusket gant 150 arzour a Vreizh. Ar ganerez Gwennyn a oa da vont da Bariz ivez... Dipitet eo... 

Hag an arvesterien a vo digollet evit o vilhidi... Dav mont d'al lec'h m'int bet prenet...

Miziad ar brezhoneg 'zo o paouez kregiñ e bro An Alre. Kalzig abadennoù 'zo raktreset e-pad ur miz. Met daoust hag e vo deus an abadennoù-se? Olier Berson, animatour e Ti Douar Alre a 'oa ganeomp war eeun.

Dragon 29 a zo lakaet a-gostez

N'eus biz askell ebet ken gant ar surentez sivil e Penn-ar-Bed. Kaset eo bet an askell-viñs-se da Nimes 'benn kempenn anezhañ. Met e-pad ar c'hempenn-se n'eus hini ebet o kemer e blas. Kaset e vez askell-dro ar Morbihan Dragon 56 ma zeus deus ur gudenn. Lorz Calippe a zo perzh deus sindikad broadel gopridi ar surentez sivil. Ur vezh eo emezañ.

Mots clés