Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Gwalc'hiñ an daouarn, setu 'pezh a ranker ober evit talañ ouzh ar c'hleñved
Gwalc'hiñ an daouarn, setu 'pezh a ranker ober evit talañ ouzh ar c'hleñved © Radio France - Lagain Aurelie

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 3 mars 2020 Durée : 9min

Un den a zo marvet e Breizh 'blam d'ar c'horonavirus, an hini kentañ er vro, ar 4re e Frañs.

Mont a ra epidemiezh ar c'horonavirus war-raok e Breizh

Ur gwaz oadet a 92 vloaz a zo marvet er Morbihan. Ar marv kentañ e Breizh, liammet gant ar virus. Ar 4re e Frañs.

Eñ 'oa e mesk an 13 den nevez bet detektet e Frañs dibaoe ar mintin-mañ. Ne ouier ket m'eo bet diskleriet klañv o tont d'an ospital pe goude e varv. An tri den all marvet e bro C'hall a oa un tourist a vro China oadet a 81 bloaz. An diagnostik 'oa bet e fin miz Genver. 

Ur c'helenner ivez, oadet a 60 vloaz hag ur vaouez a 89 bloaz, bet ospitalizet en Hauts-de-France.  Er vro a-bezh eo paket ouzhpenn 200 a dud gant ar c'horonavirus. Morbihan eo an trede departamant m'eo paket ar muiañ a dud, dreist-holl en Alre, e Karnag hag e Krac'h.

Skolioù serret er Morbihan

Dre ar c'horonavirus eo stanket kalz ar Morbihan. Tud klañv 'zo bet detektet e bro an Alre. Dre se eo sarret ar skolioù 'pad ur pemzekteiz, nulet an arvestoù. Kelenner war ar sonerezh eo Glenn Gouthe e skolaj Manimur Gwened hag e skolaj Santez Anna Gwened koulz hag en akademiezh sonerezh. Eno e vez c'hoazh deus ar prantadoù skol. Met "kemm 'zo un tammig memestra" emezañ.  

Hag en Oriant e oa bet difennet ar marc'hadoù er maez. 'benn ar fin 'vez cheñchet penn d'ar vazh hag aotreet int.

Komzet e vez ivez diwar-benn ar c'horonavirus er skolioù

Maryvon Berr 'zo skolaerez e skol diwan Penharz e Kemper. Hag evel-just he deus displeget petra ober evit chom hep pakañ ar c'hleñved-red-mañ.

Pokañ pe get ?

Ha kenderc'hel a rit da bokañ ouzh ho mignoned, amezeien pe kenlabourerien ?  Tudi Crequer n'eus savet ar goulenn ouzh un neubeut tud.

Ha reform al leveoù a zalc'h d'ober trouz

Daou vennad disfiz a zo kinniget er Vodadenn 'enep d'ar Gouarnamant. Unan deus an tu dehoù, un eil deus an tu kleiz. Fuloret eo an tu 'enep gant implij ar 49.3 evit kadarnaat adframm al leveoù. An tabutoù a zlefe padout pell emberr. Manifestadegoù 'zo bet hiziv adarre, a-raok un devezh stourm 'benn diriaoù. Youn Jardin a vez o vanifestiñ stank abaoe daou viz. Eüget eo gant emzalc'h ar Gouarnamant.