Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Prest eo dañserien Kemper da gemer-perzh 'barzh ar c'honkour evit an abadenn dele
Prest eo dañserien Kemper da gemer-perzh 'barzh ar c'honkour evit an abadenn dele © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du lundi 9 mars 2020 Durée : 11min

Emberr er c'heleier e brezhoneg e reomp anv adarre deus ar c'horonavirus. Met kaoz 'zo ivez deus dañsourien Kemper, prest da vezañ trec'h 'vit ur c'honkour en tele.

Cheñchamantoù 'vit ar glañvdiourien

Gant ar c'horonavirus eo dav d'ar re a labour e bed ar yec'hed cheñch un tammig o doare da labourat. Da skouer ar re a ya da vizitañ an dud klañv, pe ar re gozh, en o zi.  Setu pezh a ra Mari, a zo klañvdiourez e Brest. Resevet he deus kemennoù eus kuzul ar glañvdiourien.

Ar BBH a c'hoario hep publik

Disforan, hep supporter ma fell deoc'h, e vo c'hoariet ar c'hrogad melldorn etre Brest ha Dijon 'benn disadorn. 'blam d'ar c'horonavirus n'eo ket aotreet bodañ ouzhpenn 1000 a dud 'barzh ar memes lec'h. Tangi Thomin eo supporter ar BBH. Dipitet eo.

Dañserien Kemper perzh 'barzh ur c'hoñkour 'vit an tele

Kelc'h keltiek Kerfeunteun 'vo gwelet war ar skramm bihan. Kemer 'raio perzh danserien ha danserezed Kemper d'un abadenn war Frañs 3. Strolladoù dañs hengounel deus bro Frañs a-bezh vo war leurenn an abadenn evit ur c'honkour. Kentin Le Priol a zo dañser e kelc'h keltiek Kerfeunteun. Displegañ 'ra deomp perak eo krog e strollad gant an avañtur-se.
Ha sañset e oa kelc'h Kerfeunteun mont da Strasbourk d'an 10 a viz Ebrel. Abalamour d'ar c'horonavirus eo daleet an enrolladenn da viz Here.