Replay du jeudi 12 mars 2020

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

An OMS a ra anv bremañ deus ur pandemiezh evit ar c'horonavirus. Ouzhpenn 110 000 a dud a zo paket dre ar bed. An dilennadegoù-kêr a c'hellfe bezañ daleet. Ar prezidant a gemero ar gaoz bremaik.

Netaat an daouarn, setu 'pezh a ranker ober evit talañ ouzh ar virus
Netaat an daouarn, setu 'pezh a ranker ober evit talañ ouzh ar virus © Radio France - Annaïg Haute

E Frañs e talc'h ar c'horonavirus d'ober e reuz

48 den marv, kazi 2300 den paket klañv. An dilennadegoù-kêr a c'hellfe bezañ daleet, emañ pennoù bras ar Stad oc'h en em soñjal met keloù ofisiel ebet evit poent.
Betek henn ne oa paket den ebet en Aodoù an Arvor. Un den a zo bet testet klañv hiziv en ospital Sant Brieg. Ur gwaz oadet 80 vloaz, o chom e Pleraneg. Er servij reanimañ emañ. Emmanuel Macron a gemero ar gaoz da 8e diwar-benn ar c'horonavirus. Dre ar bed e vez strishadurioù. Lodennoù deus aerborzh Pariz a vo serret. Ministrerezh ar Yerc'hed a c'houlenn digant an holl ospitalioù nulañ an oberatadennoù surjian hag a oa raktreset. Ar re n'int ket mallus evel-just.
Prezegenn Emmanuel Macron a vo da heuliañ war France Bleu Breizh Izel adalek 8e. Un abadenn ispisial gouestlet d'ar c'horonavirus a vo goude.

Ouzhpenn dek devezh 'zo e vez detektet tud paket gant ar c'horonavirus e Breizh. Skoget eo an ekonomiezh hag ar vuhez pemdez, dreist-holl e departamant ar Morbihan. Ar scop Roudour hag a ginnig stummadurioù war ar brezhoneg d'an dud deuet en eus azasaet e vod d'ober. Kinnig a ra kentelioù a-bell dre ar savenn stummañ Ambroug. Sedrig Laur eo merour Roudour.

Nullet e vez kalz a zarvoudoù neuze abalamour d'ar c'horonavirus. 

Diaes eo evel-just evit aozerien an abadennoù-se met arabat disoñjal eo un taol fall evit ar vicherourien a oa sañset da labourat. Erwan Kermarrec eo paotr ar c'hamera, astaler eo, intermitant ma 'fell deoc'h. Ur c'holl arc'hant a vo evitañ ar miz-mañ.