Replay du vendredi 13 mars 2020

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Un abadenn ispisial gouestlet d'ar c'horonavirus a zo bet kaset e brezhoneg emberr.

Ar skritell e skol Diwan Kemper
Ar skritell e skol Diwan Kemper © Radio France - Tudi Crequer

Un enkadenn veur a zo o lakaat ar bed da fall, hini ar c'horonavirus

Testenioù, pennadoù-kaoz, alioù... Ar gaoz a zo bet roet d'ar re paket gant enkadenn ar c'horonavirus.

Digor ar gaoz d'ar selaouerien, pe 'vefent ankeniet, chalet ha kement 'zo.

Serret ar magourioù

E Gwened eo serret ar vagouri Babigoù Bro Gwened dibaoe dimeurzh dija. Er Morbihan eo klañv kalz a dud dibaoe ur pemzekteiz, setu ma 'oa bet dibabet chom hep degemer poupigoù. Erwan Olivier, ken rener ar vagouri.

Gwall baket ar re a labour e bed ar yerc'hed

Evit ar re a labour e bed ar yerc'hed eo start ivez enkadenn ar c'horonavirus. Rozenn a zo skoazellerez klañvdiourez e kostez Belfort e reter Frañs. Labourat a ra e ti ar re gozh hag er servijoù bred. Cheñchet eo he labour en deizioù paseet.

Abadennoù nulet

Nulet 'zo bet ivez an holl abadennoù ha pleustradegoù gant klec'hioù keltiek ar vro. Youena Baron a zo karget a gehentiñ e Kendalc'h.

Nulet e vez kalz a zarvoudoù en deizioù-mañ neuze abalamour d'ar c'horonavirus. Diaes eo evel-just evit aozerien an abadennoù-se met arabat disoñjal eo un taol fall evit ar vicherourien a oa sañset da labourat. Erwan Kermarrec eo paotr ar c'hamera, astaler eo, intermitant ma 'fell deoc'h. Ur c'holl arc'hant a vo evitañ ar miz-mañ.

Pauline Sellin a zo e kuzul-merañ Bodadeg ar Gouren. Ha, randoniñ a reomp un tammig, met ganti ivez eo nulet pep tra.