Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

« Ar Gaouenn » a vez kinniget d’ar re vihanañ
« Ar Gaouenn » a vez kinniget d’ar re vihanañ - DAOULAGAD BREIZH / DIZALE

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du vendredi 2 février 2018 Durée : 9min

Er c’heleier e lakomp ar gaoz war ar velestradurezh bublik ma ‘zo anv lemel 120 000 post-labour. Daou film bevaat a zo kinniget adalek hiziv da vugale ar skolioù vrezhonek. Mont a reomp ivez da Gemper ‘lec’h ‘vez dalc’het kenstrivadegoù an Open tennis.

120 000 post-labour a vefe lamet er velestradurezh bublik

Divizet n’eus ar gouarnamant kinnig ur steuñv kuitaat a-youl-vat. Tutet e vefe en o blas implijidi dre gevratoù ha gopret an dud dre o verit. “Tagadennoù heuzus” eme ar sindikadoù pa ouezer ar reuz a oa bet nevez ‘zo abalamour d’an diouer a bostoù en toulloù-bac’h pe en tiez retred. Jean Pierre Stéphan a zo maltouter e Brest. Klevet ‘vo en abadenn-mañ.

Kard gourfennoù an Open tennis a vez dalc’het e Kemper hiziv

E-mesk ar c’hoarierien vrudet ha barrek emañ Stéfanos Tsitsipas o c’hoari emberr. Ar gresian a 19 vloaz a zo 82vet er rank bedel. Asambles gant Hoel Maloeuvre emaomp emberr, war-eeun deus tachennoù c’hoari Penwilerzh, evit diellfennañ ar c’hrogadoù.

Hiziv ‘zo bet roet lañs d’an troiad filmoù bevaat evit ar vrezhonegerien yaouank

E Breizh 5 departamant e kinnig Daoulagad Breizh ha Dizale, ar gevredigezh eilvouezhiañ, daou film bevaat evit an holl vugale skoliataet e brezhoneg. Petra ‘zo da welet ? Displegadennoù ‘barzh ar c’heleier-mañ.