Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

E miz Even e vez dalc'het manifestadegoù LGBTQ+ dre ar bed
E miz Even e vez dalc'het manifestadegoù LGBTQ+ dre ar bed © Maxppp - Anna Sergeeva MaxPPP

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 27 juin 2018 Durée : 10min

Er c'heleier e lakomp ar gaoz war an dud LGBT hag a vez gwallgaset alies. Toullañ kaoz a reomp gant Per Cheun Muzelleg a zo bet anvet a veleg disul paseet. Ha brudañ 'reomp ur sonadeg souten a vo warc'hoazh er Run ar Puñs.

53% deus an dud LGBT a zo bet gwallgaset dija  

Embannet n'eus an ensavadur IFOP ur studi diwar-benn ar feulster ouzh an henvelreizhidi, ar re LGBT. Hervez ar sontadeg 'vefe bet ouzhpenn an hanter anezho taget gant doareoù homofob. Evit diellfennañ ha dirouestlañ ar gudenn-se emañ Mathilde ganeomp.  

Ur beleg nevez e parrez bro Kemperle  

Disul paseet eo bet anvet Per Cheun Muzelleg da veleg en iliz Veur Kemper. Ar brezhoneger a bemp bloaz ha tregont a labouro e parrez Kemperle adalek miz Gwengolo, evit poent emañ gant ur stummadur e Brest. Ar beleg nevez ne oa ket troet da vont gant ar garg-se e penn-kentañ, setu 'pezh n'eus displeget da Gatell Uguen.   

Ur sonadeg evit souten ar Run ar Puñs  

Miossec, Dan ar Braz hag arzourien all a Vreizh a seno hep bezañ paeet e sal Kastellin. 40 vloaz eo ar Run ar Puñs.  An dud a ra war-dro ar sal a zo o klask arc'hant evit an amzer da zont. Un hanter eus an ti feurm zo da werzhañ. Setu perak e fell dezho prenañ anezhi evit kenderc'hel gant ar sonadegoù war al lec'h.